Manifest evit al Liesseurted Vevsevenadurel

Hervez danevell ar Broadoù Unanet diwar-benn ar vevliesseurted ez ay ur million a spesadoù da get diwar an douar e-pad ar bloavezhioù o tont. E-keit-se hag evel ma vez embannet gant an UNESCO ez eus bet diskouezet ken splann all penaos an dispennadurioù graet ouzh ar vevliesseurted a vez ivez o wallgas end-eeun liesseurted ar sevenadurioù hag ar yezhoù. Hiriv an deiz, ur yezh diwar teir dre ar bed ne chom ken met ur mil bennak a dud evit he c’homz hag al lodenn vrasañ eus ar yezhoù-se, war a soñjer, a yay da goll e-pad ar c’hantved o tont. Maget e vez ar sevenadurioù gant al liammoù dibar a zo etre an dud hag ar bed en-dro dezho, pezh a brodu talvoudoù, gouiziegezhioù ha pleustroù a bep seurt, liammet ouzh ar vevliesseurted (da gompren ledan, evel ar jenoù, ar spesadoù hag an ekosistemoù). E-keit-se c’hoazh e vez klevet mui-ouzh-mui a vouezhioù evit mirout ar vevliesseurted, gant gerioù a zo evel jenoù sokial ar sevenadur.

Gant ar manifest-mañ e embannomp ez eo liammet ha kevreet don ar vevliesseurted ha liesseurted ar sevenadurioù. Hogen, evel m’ez eus bet diskouezet gant klaskerezhioù skiantel a-nevez, emañ ar liesseuted vevsevenadurel war un digresk a-herr dre ar bed a-bezh. Daoust d’al lezennoù ha strategiezhioù bet degemeret gant broioù so evit difenn ar vevliesseurted evel m’emañ, ni, a sin amañ, ne gredomp ket ez eo a-walc’h. Diskleriañ a reomp ivez eo mallus-ruz ober traoù evit paraat ouzh ar c’holl a yezhoù hag a sevenadurioù a welomp oc’h erruout war-un-dro.

Ar manifest-mañ a zo evit klask diskouez an hentoù ma produomp al liammoù-se ganto, koulz hag evit diorren doareoù pozitivel d’ober hon lod evit mirout komplekselezh an endroioù hag ar c’hevredigezhioù a zo en-dro deomp. Evel-mañ e vo padus hor bed en amzer da zont, ur bed a vo meur a ved ennañ o ren pep unan e vuhez. Evit kement-mañ e fell deomp diskouez al liammoù sistemikel a zo etre al liveoù a-vras hag a-vunud lec’h e vez gwelet ar c’holl el liesseurted vevsevenadurel.

Ar pleustroù sevenadurel hag ar sistemoù gouiziegezhioù treuskaset dre ar yezhoù hag ar sevenadurioù a zo ur stern a c’hell bezañ pozitivel pe negativel, hag a vag hon doare da empenntañ penaos mirout danvezioù an douar hag ar vevliesseurted. Setu perak eo mall kemmañ ar pleustroù sevenadurel ha diorren doareoù-komz a vo ar padusted hag ar c’henvevañ en o c’hreiz, ma karomp tizhout dasoc’hoù pozitivel.

Ekonomiezh hag an endro

Kevreet eo mabden hag an natur, evel m’eo kevreet an dud etrezo er bed. Kompren an etrekevreadennoù etre an natur ha kevredigezhioù mabden a zo eus ar pep pouezusañ evit talañ ouzh kemmoù ar bed, evit en em ober outo ha bezañ prest da bareañ gwell diouto. Ar sistem ekonomikel a-vremañ a zo unan savet war an eztennañ dizehan, hep soñjal ez ay da hesk an danvezioù tennet eus an douar. Gwallgaset e vez al liesseurted vevsevenadurel gant an eztennañ-se hag an disoc’hoù eus-outi o vont bern-ouzh-bern. A zo gwashoc’h, gant an dra-se ne welomp ket ken ez omp ivez ur spesad hag izili eus an ekosistem a-vras.

Ar gouarnamantoù, ar c’hevredadoù ken publik, ken privez, hag ar gevredigezh en he fezh a renk bezañ kiriek eus ar pezh a reont ha sklaer en o modoù d’ober. Dleet eo ganto diorren modoù nevez da sellout ouzh an traoù ha degemer strategiezhioù efedus. Ret eo dezho diouzh un tu kaout evezh ouzh danvezelezh ar madoù tennet eus an douar, ha diouzh an tu all ouzh an dalvoudegezh hag ouzh ar mojennoù stag ouzh an danvezoù-se e-barzh sevenadurioù an dud. Evit respont d’ar gudenn-mañ e kinnigomp a pezh a heuilh :

  1. Krouiñ ul label evit ar produiñ hag a ziskouezo an doujañs ouzh al liesseurted sevenadurel hag ar vevliesseurted (en ur geñveriañ diouzh un tu an douaroù labouret gant ar vroiz pe dilabouret ha diouzh an tu all an douaroù labouret gant ur gounid greantel hepken ; pe c’hoazh liesseurted ar sevenadurioù hag an orinoù e-mesk izili ar c’hevredadoù).
  2. Krouiñ ur program arbennik evit ar c’hevredadoù a c’hounidfe al label-se, goude m’o defe graet traoù resis evit derc’hel bev al liesseurted hag ar vevliesseurted.
  3. Reiñ ur stumm ledan evit termeniñ al liesseurted vevsevenadurel ha sevel un oustilh kementañ a-vod evit he muzuliañ (en ur gemer skouer war ar re a zo savet dija evel hini an entropiezh, hini Shannon, hini Simpson pe c’hoazh hini Berger-Parker).
  4. Broudañ ar c’hlaskerezh diwar-benn an addasparzh hag evit kementañ koustoù ar gwareziñ eus al liesseurted vevsevenadurel e-barzh priz ar produioù aozet (produioù sevenadurel, marc’hadouriezh, boued hag all) hag er servijoù.
  5. Diorren politikerezhioù publik evit gwareziñ savboentoù sevenadurel an holl, a-benn sevel darempredoù ekonomikel doujus ha diwall na chomfe ekosistem ebet hep ur sevenadur da gomz evitañ.
  6. Broudañ ar c’hevredadoù privez ha publik da gemer da lezenn palioù ar Broadoù Unanet evit an diorren doujus, stag ouzh al liesseurted vevsevenadurel.
  7. Studiañ penaos e c’hellfe bezañ dalc’het kont eus an efed bevsistemikel, eus an addasparzh, eus ar gouarnerezh hag eus an taosañ e-barzh politikerezhioù merañ nevez.
  8. Broudañ ar c’hlaskerezh ha skoueriañ pezh a vez graet dre ar bed evit kas al liesserted vevsevenaurel war-raok, a-benn ober kement-all e lec’hioù all.
  9. Ober traoù evit ar c’hendarempredoù ha kendivizoù e lec’hioù termenet, koulz evit brudañ al liesseurted vevsevenadurel hag evit sevel politikerezhioù adas el lec’hioù-se.

Deskadurezh ha koustiañs

Mall-ruz a zo e vefe aesaet e-barzh hon kevredigezhioù ar c’hompren, an emskiantañ hag ar preder diwar-benn ar c’hoari etre ar sevenadur hag ar yezhoù ha penaos int lodek el liesseurted. Evit kement-mañ eo mil bouezus an deskadurezh, a renk bezañ kinniget d’an holl rummadoù. O vezañ un argerzh strukturel ha sokial, an deskadurezh ne zle ket bezañ empenntet evel un dra o vont eus al laez d’an traoñ (etre ar re a zalc’h ur ouiziegezh hag ar re a c’houlenn ar ouiziegezh-se), met kentoc’h evel ur c’hoari eskemmoù etre tud war ar memes renk, pep unan o reiñ ha kemer pleustroù ha gouiziegezhioù boutin. Pep den, o tont eus pep strollad, a renk kavout (h)e lec’h, ne vern o flas er gevredigezh. Evel m’emañ termenet geneomp, ez eo an deskadurezh ur benveg evit rannañ pleustroù ha gouiziegezhioù en ur genlabourat en eil gant egile hag evit mat an holl. Sellet evel-se, dont da vezañ emskiantoc’h eus al liesseurted dre an deskadurezh a zo un dra ret, un dra a renk bezañ tizhout e-barzh buhez pep keodadour, pep keodadourez.

Deskiñ a zo c’hoazh liammet ouzh an treuskas, dreist-holl pa vez anv a dreuskas pleustroù ha gouiziegezhioù a vez bev e-barzh strolladoù so (strolladoù henvroat diouzh ar pep pouezusañ) ha n’eo ket gouiziegezhioù degemeret a-berzh klaskerien ha kelennerien hepken, pe tud all a vefe lakaet reishoc’h dre m’int anavezet gant un ensavadur testeniekaat bennak. Ledanaat ha stankaat ar goustiañs eus al liesseurted vevoniel, sevenadurel ha yezhoniel a c’houlenn e vefe graet o lod gant tud a bep seurt.

Ar c’hudennoù pennañ a renk bezañ war soñj an dud a-fed an deskadurezh hag ar preder diwar-benn ar vevliesseurted sevenadurel eo ar re-mañ, en ur glask ober ur c’hempouez etreze :

  1.  Al liesseurted (pe bevoniel, pe sevenadurel, pe yezhoniel e ve) a zle bezañ ul lod eus an holl brogramoù-studi, evit he gwareziñ ha lakaat dindan ar gouloù an holl duioù eus-outi, en ur implij studi an antropologiezh, al labour-douar, an ekologiezh, an endro hag ar skiantoù sokial.
  2.  Evit ar c’hizidikaat ouzh al liesseurted vevsevenadurel, mil bouezus eo c’hoazh implij hentennoù ha dafar deskadurezh a glotfe mat gant buhez hag ezhommoù an dud el lec’h ma vezont kelennet.
  3.  Mall bras a zo kaout programoù ha kentelioù savet ha kinniget a-bare ha dre un dibab ledan a hentennoù, a oustilhoù, a zoareioù hag a zanvezioù.
  4.  Hentennoù deskiñ disheñvel ha divoas a renk ivez bezañ roet lañs dezhe : deskiñ dre soubañ, gweladennoù an eil strollad d’egile, stalieroù, c’hoarioù, koulz hag implij doujus eus an teknologiezhioù nevez a zle bezañ degemeret gant skiant vat hag en ur soñjal bepred en endro.
  5.  Evit a sell ouzh al lec’hioù deskiñ, un dra vat e vije prederiañ evit sevel ar skolioù hag al lec’hioù-deskiñ hervez an ezhommoù a zo er vro evit un diorren doujus hag en ur soñjal er vevliesseurted. An deskiñ a zle bezañ graet er-maez seul gwezh ma vez tu en ober, evit ma vije soubet an deskarded e-barzh ar vevlieseurted hag ar sevenadur, ha ma vije bevet e-kreiz ar pezh a zo da studial, da wareziñ, da zifenn ha da ziorren.
  6.  An holl dud a-ziavaez a renk bezañ pedet d’ober ar muiañ ma c’hellont er programmoù deskiñ hag emskiantañ, da zegas o lod er brederouriezh hag er c’hompren eus ar pezh a ra al lec’h.
  7.  Abalamour m’eo a-bouez-penn ar gweled evit brudiñ ha reiñ da ouzout ar preder diwar-benn al lieseurted vevsevenadurel, dleet eo diorren un implij eus teknologiezhioù interaktivel evit takad an arzoù hag ar c’hlaskerezh.
  8.  An deskadurezh hag ar c’helenn a zo da vezañ komprenet amañ evel binvioù evit skorañ, derc’hel ha strewiñ ar preder eus al liesseurted evel un dra bozitivel, a zo ret en em ouestlañ eviti, dezhi da vezañ gwarezet.
  9.  Ret eo ivez empenntañ an deskadurezh evel ur benveg da zeskiñ ar rannañ ha penaos kavout evezh an eil war egile ; da vezañ emskiant eus ar gomplekselezh sistemikel, etrekevreet ha kenstag ouzh natur al liesseurted, evit degemer ar savboentoù hag ar modoù disheñvel da empenntañ ar bed, evel ma vezont e sevenadurioù mabden.
  10.  Ken ret all eo dielfennañ ha prederiañ diwar-benn an talvezout, en ur gompren ledan ar ger-se hag en ur studial ar skizhennoù, ar stereotipoù, an arketipoù, an arouezioù, an empenntadurioù ; kement-mañ evit kavout ur c’hempouez doujus etre deskiñ, bezañ ha gober.
  11. Un dra all a-bouez eo studial ha strewiñ ar meizadoù a gempouezted hag a emglev, a-benn kompren ha soñjal el liammoù etre kevredigezhioù mabden hag o endro.

Piv omp ?

Savet eo bet ar manifest-mañ diwar ur « sprint » skrivañ e kenlabour, aozet e-barzh an tachad furcherezh e Akademiezh aostriat ar skiantoù, d’an 23 ha 24 a viz Here 2019 e Wien. Arc’hantet e oa bet gant ar yalc’hadoù exploreAT!, PROVIDEDH hag ur yalc’had arbennik DARIAH-EU. Emañ ar frouezh eus an divizoù, an emglevoù, ar savboentoù hag ar raktresoù a-bell a zo bet en ur strollad tud a bep seurt, o doa labouret war ar skrid kentañ eus an diell-mañ, hag a oa o fal krouiñ danvez preder e kenlabour. Kenlabouret hor boa a-hed daou zevezh, en ur lakaat a-stroll gouiziegezhioù a glokae an eil eben, o tont eus tachad ar vevoniezh, ar yezhoniezh, skiantoù mabden, an diorren doujus, ar sokiologiezh, an design ha skiantoù ar stlenneg. O tont e oamp eus meur a ensavadur hag eus meur a vro : Bro-Aostria, Bro-Vrazil, Bro-Salavdor, Bro-C’hall, Bro-Alamagn, Bro-Indez, Bro-Meksik, Bro-Bortugal, Bro-Spagn ha Bro-Sued, lec’h ma omp klaskerien, pleustrerien ha stourmerion sevenadurel. Un eil pazenn a zo bet da heul, pa oa bet skrivet an destenn-mañ en-linenn dre ur c’henlabour digoret da galz muioc’h a dud.